Stéphane Glanois, oadet a 21 bloaz, a zo bet lazhet gant un taol kontell, disadorn da noz, er c’h-"Coconuts", boest-noz vrasañ Rivière-Salée, Martinik. Laeret e oa bet digantañ un dro-vrec'h en aour. Aet e oa da c’hervel tud ar surentez, pa’z eo bet lazhet dirak tavarn ar voest-noz. "Ne ouiomp ket c'hoazh piv en deus graet an taol, met mont a ra buan an enklask !", hervez tud ar justis. Da c'hortoz e vo serret ar c’h-"Coconuts" e-pad 1 miz.
Friday 24 May 2013 - 8:45:11 AM











