Ur sell war a-dreñv : an Nevez-Amzer arabek
Julianne Kabioc'h
Gwener 17 a viz C'hwrever 2012 - 11:18:45 Beure

Ur bloaz 'zo eo kroget ar reveulzi er broioù arabek. Kroget eo bet er penn kentañ e Tunizia.  Cheñchet eo buhez an Arabed adalek ar 17 a viz Kerzu 2010.

Kregiñ a reas ar reveulzi e Tunizia. An Dunizianed a oa aet skuizh gant ar c'hudennoù politikel ha sokial a oa er vro-se (dilabour ar re yaouank, da skouer). Kroget zo bet neuze gant manifestadegoù hag harzoù-labour gant ar re yaouank er penn-kentañ ha gant ar bobl a-bezh goude se. Bez' ez eus bet manifestadegoù gwadek a-walc'h e-pad ar reveulzi. Met ar bobl he deus gounezet hag ar 14 a viz C'hwevrer 2011 eo aet kuit rener ar Stad Ben Ali goude 23 bloaz galloud ha tiraniezh. Kondaonet eo bet hennezh da 66 vloaz toull-bac'h evit tout an torfedoù en deus graet.

Kregiñ a reas ar reveulzi en Egipt e miz Genver. Reveulzi Egiptiz a grogas evit ar memes abegoù, kaout muioc'h a frankizoù. Met dont a raint a-benn ? YA ! Goude 18 devezh a vanifestadegoù e tilezas Moubarak e garg a rener Egipt, o lezel ar vro e-barzh un reuz bras … 850 den zo bet lazhet e-pad ar manifestadegoù-se memes tra.

Goude Tunizia, Egipt ha Yemen en em ledas ar reveulzi betek Libia e-lec'h e oa staliet ur rener didruez. Kregiñ a reas ar reuz etre ar 15 ha 16 a viz C'hwerer 2011 a- enep Kadhafi a oa e-penn ar Stad abaoe 42 vloaz 'oa. An 19 a viz Meurzh 2011 e lakaas e plas stadoù ezel ABU ( ONU ) un dagadenn vilourel evit skarzhañ Kadhafi. Kemeret eo Tripoli a-benn ar fin gant ar stourmerien e miz Eost ha goude ar stad a-bezh, en em zieubiñ a reas ar vro, hag evit echuiñ e voe lazhet Kadhafi an 20 a viz Here 2011, dibenn ur reveulzi a zo bet lazhet 30 000 den drezi.

Marokiz o deus c'hoant ivez da gaout muioc'h a zemokratelezh, ha kregiñ a reas neuze ur reveulzi. E Bro-Yemen e krogas ivez ur reveulzi, met ar reveulzi-se n'eo ket asantet gant Bacgaral-Asad, hiriv an deiz emañ c'hoazh e-penn ar Stad, ha n'a ket an traoù war-raok. Kemend-all a c'heller lavarout evit  Siria.

Dre ma'z eo aet kuit Ben Ali ha Moubarak eo erruet islamourien e penn ar galloud en ur c'hounez an dilennadegoù. Met daoust hag-eñ ez aio en-dro ar broioù-se gant ur sistem evel-henn ? Stadoù distabil int c'hoazh met ar pobloù o deus gounezet un tamm eus ar stourm dija...

dagadenn vilourel : tagadenn + milourel. Tagañ gant an arme.

Temm graet gant Danetsoft ha Danang Probo Sayekti awenet gant Maksimer