Stadoù Unanet Amerika : Dizleañ e studioù, ur samm evit ar vuhez
Mélody G ha Gwenvaelle L
Sadorn 19 a viz Mae 2012 - 3:46:20 Enderv

$ 25 250 eo ar geidenn dle en deus ur studier amerikan e fin e aotregezh. E 2011, e oa hollad dle ar studierien tost da vil milliard a zollared. Se zo evit an ispisialourien ur seurt bombezenn war zale evit an ekonomiezh amerikan.

Muioc'h-mui e vez amprestet arc'hant gant ar studierien digant kompagnunezhioù prevez, daoust d'ar yalc'hadoù studi a vez roet dezho. An Amerikaned yaouank a zle muioc'h a arc'hant evit ostudioù eget evit o frenadennoù gant o c'hartennoù-kred. $ 25 250 eo dle ur studier, met o zud ivez a zle arc'hant evit studioù o bugale. Tro-dro da $ 34 000 e amprestont, hag ouzhpenn da se e kresk bep bloaz ar frejoù enskrivañ er skolioù-meur daougementet en ur ober 30 vloaz pe dost. Abalamour d'an dleoù-se, ur c'hart eus dle Stadoù Unanet Amerika a zo graet gant ar studierien hag a amprest arc'hant. Bremañ o deus ar studierien ouzhpenn da baeañ ur feurm pe c'hoazh o frejoù evit o studioù. Ar blegenn-se a zeu da vezañ spontus pa vezer dilabour pe o klask labour. N'eo ket souezhus e rank darn eus an dud yaouank-se chom e ti o zud e-pad un toullad bloavezhioù da c'hortoz paeañ ul lodenn eus o dle !

Mélody G ha Gwenvaelle L

Temm graet gant Danetsoft ha Danang Probo Sayekti awenet gant Maksimer