Aziliz Gwegen
Merc'her 15 a viz Mae 2013 - 9:53:53 Enderv
Afrika

D’an 11 a viz Genver 2013 ez eas an istor war vuanaat. François Hollande a respontas da c'halvadenn prezidant Mali, Dioncounda Traoré, evit ma teufe Bro-C’hall da sikour anezho. An oberiadenn c'hall a zo gwelet mat gant ar c’hazetennoù afrikan. Kevarc’hiñ a reont ar C'hallaoued o lesanviñ anezho ‘’salverien Bro-Vali‘’.

Geka
Lun 25 a viz Meurzh 2013 - 5:07:29 Enderv
Afrika

Punchng.com. Meurzh 25, 2013. Tud armet o deus lazhet 25 den ha dieubet 120 prizoniad en Adamawa. Meur a daol start a zo bet abaoe ur pennadig a-hed da vevenn Nijeria ha Kameroun. Peder zagadenn a zo bet e Ganye e Stad Adamawa digwener. tennet zo bet war un ostaleri, un ti-bank, ur gward toull-bac'h hag ouzhpenn war un toull-bac'h ha lazhet pemp den warn-ugent. Douetañs zo ez eo ar strollad emsavet Boko Haram o defe graet an taolioù-se.

Gireg Konan
Merc'her 27 a viz C'hwrever 2013 - 10:33:06 Enderv
Afrika

Evit an deizioù e klever komz kalz eus Mali. Brezel zo eno, brezel gant an alouberien, paotred Al Kaida hag o mignoned deuet ar bras anezhe eus ar broioù all tro-war-dro hag arme ar Frañs bet pedet gant gouarnamant ar C’hreisteiz da stourm ouzh preizherien an Hanternoz. Dindan ar reuz emañ ar bobl. Ar pobloù bihan, ha bez’ ec’h int niverus e Mali, a vez ankouaet en afer-se.

Tugdual D ha Mathieu S
Merc'her 02 a viz Du 2011 - 7:36:49 Enderv
Afrika

Mouammar Kadhafi, oadet a 69 bloaz, zo marvet d'an 20 a viz Here 2011 e Sirt. Kavet eo bet an diktatour gloazet e-barzh un duelenn ha lazhet eo bet diouzhtu goude. Un deiziad istorel eo evit Libia, fin an tiranterezh hag an diktatouriezh ?

Vefa L, Keilidh L ha Valentine LGD
Merc'her 02 a viz Du 2011 - 1:04:05 Enderv
Afrika

Ines Abid zo 22 vloaz ha studierez war ar medisinerezh. Krouet he deus gant mignoned  ur lec'hienn internet evit broudañ ar re yaouank da vont de votiñ disul devezh an dilennadegoù e Tunizia. Manifestet o deus ar re yaouank a-enep da vBen-Ali. Kroget e oa ar manifestadegoù er goañv tremenet. Skuizh e oa an Dunizianed gant mod Ben-Ali da verañ ar vro. « Ar gudenn zo n'a ket mat an ekonomiezh nag al labour kennebeut. Setu perak ez eo a-bouez bras mont da votiñ disul », eme Ines. Met diaes eo evit ar yaouank da c'hoaz gant 103 strollad war ar renk.

Trifin K ha Lena H
Meurzh 01 a viz Du 2011 - 10:43:23 Enderv
Afrika

D'ar Sul 16 a viz Here 2011, ez eus bet, etre 3 000 ha 5 000 den o vanifestiñ war vali Mohamed V e Tunis (Tunizia), en ur ganañ, meur a wech, o c'han-broadel. War-bouez daou pe dri anterinour o deus klasket lakaat jeu da sevel, ez eo chomet sioul an dud hag ar vanifestadeg dre-vras. Eno emañ al lodenn vrasañ eus ar maouezed, memes ar reoù goueliet, a-enep. Ar reoù a vanifeste a zo kentoc'h eus renkad begenn uhelañ ar gevredigezh. Aon o deus ec'h errufe an Islamourien e penn an dilennadegoù, disul o tont, dre ma n'o deus ket c'hoant kaout un diktatouriezh nevez.

Lomig N
Meurzh 01 a viz Du 2011 - 10:33:45 Enderv
Afrika

Abaoe un nebeud a mizioù, e vez serret kalz a ostalerioù gant polis Aljeria. Kroget ez eus ur brezel a-enep d'an alkol. Da skouer, e Tizi Ouzou, en ur ober ur miz, ez eus bet serret un dek stal alkol bennak. N'eo ket anavezet c'hoazh an niver rik a ostalerioù hag a stalioù alkol a zo bet serret (n'eus ket a statistikoù ofisiel c'hoazh) , met kalz a vefe bet serret abaoe miz Gwengolo.

Vefa L ha Keilidh L
Lun 17 a viz Here 2011 - 6:26:44 Enderv
Afrika

Emañ ar re yaouank o vanifestiñ e straedoù Mayotte war an div enezenn, an Douar-bihan hag an Douar-bras, dre ma’z eo kresket re priz an danvezioù a vez ar muiañ a ezhomm anezhe evel ar boued pe ar gaz,... Se a oa diriaou tremenet hag e-pad ar manifestadegoù-se ez eus bet ur plac'hig vihan gloazet, met he buhez n'emañ ket en arvar ken. Deuet eo an dizemglev diwar priz ar glaou ha priz an askelloù kig-yar krazet, hag a zo meuz karetañ ar Vahoreed. Da c'hortoz ez eus bet lakaet muioc'h-mui a boliserien er straedoù da virout ar peoc’h.

Loeiz R
Lun 17 a viz Here 2011 - 5:30:35 Enderv
Afrika

Roet eo bet Priz Nobel ar peoc'h da deir maouez eus Afrika : prezidantez Liberia, Ellen Johnson Stirleaf, he c’henvroadez Leymah Gbowee hag ar Yemenadez Towakkol Karman. Gounezet o deus ar Priz Nobel evit ar "stourm hep feulster evit surentez ar merc'hed hag o frankiz a-benn kemer perzh evit lakaat ar peoc'h da vont war-raok ". Ellen Johnson Sirleaf (72vloaz) he deus sikouret, da skouer, da adsevel ur vro diskaret da heul ur brezel a badas 14 vloaz en he bro. Leymah Gbowee, he deus lakaet ur fin d’ar brezel diabarzh e 2003.

Mathieu S ha Tugdual D
Sadorn 08 a viz Here 2011 - 9:05:24 Enderv
Afrika

Elenn Johnson Sirleaf, presidantez Bro-Liberia en Afrika,  he deus bet priz Nobel ar peoc'h d'ar 7 a viz here 2011 d'an oad a 72 vloaz. Dibabet eo bet abalamour m'he deus adsavet he bro a oa bet diskaret gant 10 vloaz brezel.

Gireg Konan
Lun 11 a viz Gouhere 2011 - 9:46:15 Beure
Afrika

Dleout a rafe an amazigh, pe ar berbereg, dont da vezañ yezh ofisiel e Bro-Maroko e-kichen an arabeg, mard eo gwir ar pezh a vo skrivet e bonreizh nevez ar vro. Un nevezenti eo e Hanternoz Afrika hag un doare da zoujañ ouzh gwirioù ar Verbered niverus a zo er Rouantelezh-se.

Temm graet gant Danetsoft ha Danang Probo Sayekti awenet gant Maksimer