Aziliz Gwegen
Merc'her 15 a viz Mae 2013 - 9:53:53 Enderv
Afrika
D’an 11 a viz Genver 2013 ez eas an istor war vuanaat. François Hollande a respontas da c'halvadenn prezidant Mali, Dioncounda Traoré, evit ma teufe Bro-C’hall da sikour anezho. An oberiadenn c'hall a zo gwelet mat gant ar c’hazetennoù afrikan. Kevarc’hiñ a reont ar C'hallaoued o lesanviñ anezho ‘’salverien Bro-Vali‘’.
Geka
Merc'her 17 a viz Ebrel 2013 - 3:29:11 Enderv
Amerika an Norzh
Goude tarzhadennoù dilun diwezhañ (15 aviz Ebrel 2013) e Boston e teu bremañ war wel skeudennoù tud hag a zo marvet evel harozed. An itron Richard, gloazet fall en he fenn, hag he merc'h, kollet ganti un ezel, o deus kollet o mab ha breur bihan Martin Richard ivez, marvet d'an oad a eizh vloaz diwar ar vombezenn. Setu ur skeudenn anezhañ o terc'hel un daolenn graet gantañ etre e zaouarn, e-lec'h ma c'houlenn ar peoc'h dre ar Bed.
Geka
Lun 25 a viz Meurzh 2013 - 5:07:29 Enderv
Afrika
Punchng.com. Meurzh 25, 2013. Tud armet o deus lazhet 25 den ha dieubet 120 prizoniad en Adamawa. Meur a daol start a zo bet abaoe ur pennadig a-hed da vevenn Nijeria ha Kameroun. Peder zagadenn a zo bet e Ganye e Stad Adamawa digwener. tennet zo bet war un ostaleri, un ti-bank, ur gward toull-bac'h hag ouzhpenn war un toull-bac'h ha lazhet pemp den warn-ugent. Douetañs zo ez eo ar strollad emsavet Boko Haram o defe graet an taolioù-se.
MD
Meurzh 12 a viz Meurzh 2013 - 7:38:31 Enderv
Amerika ar Su
E-kreiz forest Amazonia e Brazil e vev meuriad ar Gayapoed. Gouarnamant Brazil en deus roet e asant evit ma vefe savet an trede kreizenn hidrotredanek vrasañ er bed.
Brendan Le Roux
Meurzh 12 a viz Meurzh 2013 - 7:25:51 Enderv
Azia
Daou zen anvet Adolf Hitler ha Frankenstein o deus lakaet o anv en ul listenn 345 danvez-dilennidi evit bezañ dilennet en ur c’horn-bro eus India. N’eo ket ur farsadenn. Kerent ar vugale-mañ o deus choazet an anvioù-mañ hep gouzout dezho e oa anvioù tud hag a oa brudet e Europa hag er bed a-bezh.
Gireg Konan
Merc'her 27 a viz C'hwrever 2013 - 10:33:06 Enderv
Afrika
Evit an deizioù e klever komz kalz eus Mali. Brezel zo eno, brezel gant an alouberien, paotred Al Kaida hag o mignoned deuet ar bras anezhe eus ar broioù all tro-war-dro hag arme ar Frañs bet pedet gant gouarnamant ar C’hreisteiz da stourm ouzh preizherien an Hanternoz. Dindan ar reuz emañ ar bobl. Ar pobloù bihan, ha bez’ ec’h int niverus e Mali, a vez ankouaet en afer-se.
Liane
Merc'her 06 a viz C'hwrever 2013 - 10:03:54 Enderv
Amerika an Norzh
D'ar 27 a viz Here 2012 e oa tremenet ar gorventenn Sandy e-kichen New-York. Sandy eo an 10vet kelc'hwidenn drovanel o tont da vezañ ur gorventenn e-kerzh ar bloavezh 2012. Lazhet he defe da nebeutañ 210 den ha 15 all aet diwar wel en holl, 131 marv e SUA tra ken, ha 52,5 miliard dollar a freuz. Troc'het e oa bet an tredan e-pad devezhioù a-bezh e milionoù a diegezhioù, sarret an aerborzhioù ha nullet ar c'hirri-nij.
Cléo Le Coz Seite
Meurzh 29 a viz Genver 2013 - 9:59:54 Enderv
Azia
E penn kentañ 2011 o deus klevet an holl komz eus ar gwallzarvoud nukleel e Bro-Japan, met daou vloaz goude, memes ma ne vez ket komzet kement eus ar sujed-mañ hiziv, e kendalc’h efedoù ar gwallzarvoud c’hoazh. Kregiñ a ra gant kontammadur an dour hag an aer hag a skuilh ar c'hontammerezh war an douaroù, douaroù hag a vez implijet evit al labourioù douar, e-giz-se e vez kontammet mab den.
Ewen Robin
Lun 26 a viz Du 2012 - 2:23:38 Enderv
Amerika an Norzh
En holl he deus rediet ar gorventenn Sandy tost da 8 milion a dud da chom hep tredan ha war-dro ur milion a dud rediet da guitaat o bro… Deiz war-lerc’h ar gorventenn e oa c’hoazh leun a veuzadegoù hag a droc’hioù tredan e gwalarn ar Stadoù Unanet. Hervez ar sifroù zo marvet 40 den en holl gant ar gorventenn, en o zouez 25 den e stad New York. Marvet e oa dija 67 den pa oa tremenet Sandy dre mor ar C’haraib. Ar barr-amzer-se a c’hellfe koustañ tost da 20 miliard dollar !
Anne-Sophie Laurand
Merc'her 31 a viz Here 2012 - 11:47:16 Beure
Amerika an Norzh
Tamm-ha-tamm ez a niver ar c'hallegerien war zigresk e Bro-Gebek ha war enezenn Montréal dreist-holl. Ar galleg a zo yezh vamm 78,9% an dud e Kebek, ha 48,7% e Montréal hepken. Digresk hollek ar galleg (-2%) a vez stadet a c'hell bezañ displeget dre benn ur c'houlennaoueg verroc'h ha ne vez ket ranket respont. Padal ez a ar saozneg war-raok.
Gireg Konan
Sadorn 26 a viz Mae 2012 - 5:09:20 Enderv
Amerika an Norzh
Abaoe meur a viz ez eus reuz en hentoù Montréal. Miliadoù ha dek-miliadoù a studierien a vez en hentoù bemdez o vanifestiñ ha war greñvaat ez a kounnar ha puilhded ar vanifesterien. Mui-oc'h-mui a dud all kozh a yaouank a zeu da skoazellañ anezho. (pennad ha filmig)
Mélody G ha Gwenvaelle L
Sadorn 19 a viz Mae 2012 - 3:46:20 Enderv
Amerika an Norzh
$ 25 250 eo ar geidenn dle en deus ur studier amerikan e fin e aotregezh. E 2011, e oa hollad dle ar studierien tost da vil milliard a zollared. Se zo evit an ispisialourien ur seurt bombezenn war zale evit an ekonomiezh amerikan.
Vefa L & Lisa M
Gwener 11 a viz Mae 2012 - 4:52:24 Enderv
Amerika an Norzh
D'ar sadorn 7 a viz Ebrel 2012 (diwar an Télégramme). Goude tsunami an 11 a viz Meurzh 2011, he doa treuzet al lestr ar meurvor Habask penn-da-benn, eus Bro-Japan betek Norzh Amerika. Ur vatimant japanat hag a oa o vont da heul red-mor Alaska, a zo bet kaset d'ar strad gant gwardoù-mor Stadoù Unanet Amerika. Daou zanvez tarzh eo en deus lakaet anezhi da vont d'ar strad.
Brewen GRALL
Merc'her 21 a viz Meurzh 2012 - 9:24:28 Enderv
Amerika an Norzh
Pa vez an ACTA é trubulhiiñ ar c'hevandir kozh. Div destenn nevez o deus lakaet implijerien ar web da fuloriñ en tu arall d'ar meurvor Atlantel : ar PIPA (Stop Online Piracy Act) hag ar SOPA ( Protect IP Act). Oberourien veur ar rouedad a vo lakaet en arvar ma vez lakaet e pleustr ar raktresoù lezenn-se.
Geka
Lun 12 a viz Meurzh 2012 - 5:44:49 Enderv
Azia
(Alda) Ur bloavezh goude gwallzarvoud nukleel Fukushima, ne van ken nemet daou reaktor o vont en-dro diwar 54 a oa ur bloaz 'zo. Ne deueont ket a-benn da gaout an aotre da adkregiñ da broduiñ rak re a zisfiz a zo bremañ er boblañs. N'eus forzh penaos ne oa ken nemet 30 % eus an ober tredan hag a oa o tont diwar energiezh nukleel.