Mael
Merc'her 15 a viz Mae 2013 - 7:20:33 Enderv
Kevredigezh

Gant an araokadennoù war an teknologiezhoù, ez eo aet kalz war-raok kalite ar c'hoarioù video a gaver war ar marc'had. Ar re a ziskouez-se splann eo Skyrim, ha Battlefield 3 daou vloaz 'zo. An daou c'hoari-se a zo bet degemeret mat-tre gant ar gamers, dreist-holl en abeg d'o c'halite skeudennel, dibar hiziv c'hoazh.

Erwan ar Rouz
Merc'her 15 a viz Mae 2013 - 12:52:19 Enderv
Kevredigezh

LoL a zo un akronim eus  League of Legends, ur MOBA eo, PVP ( c'hoarier a-enep c'hoarier ). 4 Map a zo : Sumoner rift (5 a-enep 5), Twisted treeline (3 a-enep 3), Dominion (5 a-enep 5) hag ARAM (5 a-enep 5). Krouet eo bet gant Riot Games. Kalz a gudennoù 'zo gant an darbarer, komzet e vez memes eus League Of Bugs, Bugs Of Legends pe Riot Sucks.

Rosalie B.
Meurzh 19 a viz C'hwrever 2013 - 12:13:26 Enderv
Kelaouennoù

Gant al luc'hskeudenner Paul Hansen eo bet gounezet ar c'honkour World Press Photo 2012. Ur c'honkour levezonus eo dediet d'ar c'helaouennerezh dre skeudenniñ. Ar skeudenn, bet embannet gant ar gazetenn a Vro-Sveden "Dagens Nyheta" a zo bet tennet d'an 20 a viz Du 2012 war straedoù Gaza.

Gégé
Sadorn 26 a viz Genver 2013 - 3:54:10 Enderv
Kevredigezh

Pell pell zo, en un amzer gozh disoñjet, en deus un nerzh distrujet kempouez koulzioù ar bloaz. En ur vro e-lec'h ma c'hell an hañv padout meur a vloavezh hag ar goañv ur vuhez a-bezh e tabut ar rouaned, ar rouanezed, ar varc'heien hag ar renerien da gaout Kador-Veur Houarn, arouez ar galloud diharz.

Kintin Bourc'hiz
Sadorn 26 a viz Genver 2013 - 3:46:32 Enderv
Kevredigezh

E pep lec'h tro-dro deomp ez eus bruderezh, met kement zo ma ne diwallomp ket ken eus outañ. War panelloù, er skinwel, er radio hag a-wechoù war otoioù, e welomp e pep lec'h embregerezhiou o tiskouez o froduioù, o reiñ c'hoant deomp da brenañ anezho. Ober bruderezh a zo ivez ur gwall pe get, dispignet e vez kalz a arc'hant evit en ober, met da c'houde e vez ret d'an dud prenañ ar pezh a vez kinniget, e-mod all eo kalz a arc'hant evit nebeut a dra.

Mister Mike
Lun 14 a viz Genver 2013 - 2:47:16 Enderv
Kevredigezh

An Teletubbies a zo un dresadenn-vev evit ar vugale. Pevar zeletubby, Tinky-Winky, Dipsy, Laa-Laa, Po, a zo gwisket get livioù melen, mouk, gwer, ruz hag ur skinwel a zo peget àr o c’horfoù. Beviñ a reont e « Tubbyland », ur bed get geot e pep lec'h get lapined, lapoused hag un uhelgomzer. An Teletubbies a lâr alies a-walc’h “He Ho” hag a dalv demat. Debriñ a reont Tubbytoasts ha Tubby delices.

Geka
Sadorn 05 a viz Genver 2013 - 6:45:39 Enderv
Boued

Walesonline. 5/01/2013. Un diouer a iod a vefe e ur c’halz eus bugale Kembre. Bez’ e vefe aze ur riskl evit yec’hed spered ar remziadoù da zont, gwir eo e c’hell an diouer a iod degas kementadoù meiz izel-kenañ (QI 40 da skouer) pe c’hoazh gouzougadoù. E Breizh-Veur ne vez ket ouzhpennet a iod er holen evel ma vez graet e-lec’h all en Europa.

Geka
Yaou 03 a viz Genver 2013 - 11:32:12 Enderv
Kevredigezh

Bloavezh Mat d'an Holl
E-kreiz ar bed foll
Un tammig bihan a amzer,
A beoc'h hag a breder
Da reiñ karantez, mignoniezh
Tro-war-dro d'an tiegezh
Da hetiñ da bep hini
Yec'hed, boued ha koantiri
Ur bloavezh mat ha didrubuilh
Joa ha levenez puilh-ha-puilh.

Skeudenn : Talbenn un ti e Roc’h an Argoed 2013

Brieg ar Gratiet
Lun 19 a viz Du 2012 - 4:52:32 Enderv
Boued

Ijinet zo bet un doare boued nevez, boledoù soubenn : fourmaj, pesked... C'hoant ho peus da gaout un dibenn-pred, debrit chips mesket gant istr, ne garoc'h ket neuze tapit pop corn. Heñvel gant ar «  c'hreiz-pred ». Ur c'hig-ha-fars pe ur yar, ar pezh ho peus c'hoant. Graet eo gant paper debradus gant ur blaz disheñvel. Lipous, ket ? M'ho peus c'hoant goiñ un dra, kemerit ur boled ment.

Yann-Loeiz Kabell
Gwener 26 a viz Here 2012 - 10:17:01 Beure
Kevredigezh

Abaoe 'm eus dizoloet ar chapel-se en ur gantreal dre ar vro, e-kostez Lanvaeleg, ne deuan ket a-benn da ankouaat anezhi. Kollet he deus he zoenn, laeret eo bet an delwennoù a oa en he diabarzh ha kelc'hiet eo muioc'h-muiañ gant ar struj oc'h aloubiñ he zro-war-droioù. Chomet eo sonn he mogerioù hag an tourig c'hoazh avat.

Gireg Konan
Yaou 09 a viz Eost 2012 - 9:52:29 Enderv
Ar Vuhez Gwechall

Peurvuiañ pa skriver ur pennad diwar-benn unan bennak en graer evit un den brudet, pe tud hag o deus graet traoù souezhus, skrivet levrioù, treuzet morioù pe bet en emgannoù bras. Amañ, er pennad-mañ, ne vo ket komzet eus seurt tud met dreist-holl eus un den ordinal eus ar seurt a zo bet bernioù en amzer-dremenet, tud fur ha desket war o micher. Komzet e vo diwar-benn ur menajer, ur c’hantonier, ul liorzher, un den dorniet-mat. Perak ‘ta ?

Maïna SICARD KRAS
Merc'her 21 a viz Meurzh 2012 - 6:28:56 Enderv
Kevredigezh

“Pa vin brasoc’h e vin pomper evel Tadig”, “Ha me a vo skolaerez evel Mammig”, “Me, klask a rin bezañ medisin loened evel va c’hoar “, “ Evidon e rin ar c’hontrol mik eus buhez divalav va zud”.

Gireg Konan
Sadorn 18 a viz C'hwrever 2012 - 12:30:36 Enderv
Kelaouennoù

Kalz a dud a gar ar brezhoneg, met ar pezh a zo diaes en deiz a hiziv a zo kavout peadra da selaou ha da lenn en hon yezh a-benn bevañ ganti hag enni. Ret eo neuze da Yann Vrezhoneger mont da glask media e lec’h all, ha gwir eo zo traoù e-leizh da welout ha da glevout. Setu amañ ur seurt roll anezhe.

Celia Kilhevere
Sadorn 18 a viz C'hwrever 2012 - 12:07:28 Enderv
Boued

3.427.000 a dud a oa o sellet ouzh ar skinwel dilun evit sellet ouzh abadenn gentañ heuliad "Top Chef".

Enora Bihan
Gwener 17 a viz C'hwrever 2012 - 12:01:12 Enderv
Kevredigezh

Ha perak 'ta e rankfemp brasaat ? N'ho pefe ket c'hoant c'hwi distreiñ war borzh ar skol ken disoursi ma oac'h ? Palioù nemete an devezh : kaout ar muiañ a blijadur ma c'heller ha deskiñ, deskiñ ha deskiñ c'hoazh traoù nevez, traoù burzhudus ! Koulskoude eo bet chalet pep hini gant un dra bennaket e-kerzh e vugaleaj.

Temm graet gant Danetsoft ha Danang Probo Sayekti awenet gant Maksimer