Ar gevredigezh, graet "Hon Bed" anezhi, ha krouet e 2010, a zo he fal :
Stummañ ha kas en-dro ur strollad tud a vo o labour krouiñ ha sevel pennadoù kelaouiñ e brezhoneg liesvedia, aodio, video, pe c'hoazh dre skrid war ar genrouedad. Broudañ a ray implij ar brezhoneg er mediaoù. Kas war-raok implij ar brezhoneg er medïa kleweled e Breizh, hag ivez, da sevel, da genaozañ ha da gas en-dro ur strollad tud a aozo pennadoù kelaouennerezh a bep seurt en hon yezh.
Setu an dud a zo e burev ar gevredigezh:
- Bertrand Gwiader, prezidant,
- Yannig Menez, eil-brezidant,
- Maudez Maguer, sekretour,
- Gireg Konan, teñsorer
Ma teufe c'hoant deoc'h emezeliñ er gevredigezh pe kemer perzh en hon raktres, n'hoc'h eus ken nemet skrivañ dimp d'ar chomlec'h postel: darempred@horbed.org
Temm graet gant Danetsoft ha Danang Probo Sayekti awenet gant Maksimer